Ar C’huzul skoazell a zo ur gevredigezh he fal skoazellañ ar skol war dachenn an arc’hant. Gant sikour tud a youl vat e c’hounez arc’hant war-bouez abadennoù aozet pe kenaozet gantañ a-hed ar bloaz. Gwerzhet e vez produioù a bep seurt gantañ ivez (levrioù, dre ar Stalig, kaieroù labour-skol, deiziadurioù, gobeledoù, vignetennoù, &co), gant ar memes pal.
Ar gounidoù a vez fiziet en AEP, a ver an arc’hant-mañ evel ma kar.
Digor eo ar c’huzul skoazell da neb a gar, kerent ha mignoned (ar gerent o vezañ izili dre wir). Bodet e vez e izili ur wech ar miz. En e benn e vez anvet ur burev (prezidant/ez, teñzorer/ez, sekretour/ez…). An izili all a vez alies karget eus un dachenn resis (Stalig, skritellañ/henchañ, donezonerien, G. an Erer Kozh, mediaoù, deiziadurioù, kaieroù labour-skol, gobeledoù…).
Karget eo ar C’huzul skoazell d’aozañ abadennoù : Foar an Traoù kozh, Marc’had Nedeleg, pred bio, fardañ krampouezh pe delc’hen tavarnioù e meur a lec’h…). E lod a vez degaset gantañ e buhez sevenadurel ha kevredigezhel korn-bro Karaez, er gevredad Tro Karaez diantav (Gouel ar C’hostier, Tan-arvest Kerampuilh).
Darvoudoù a-bouez :
Koan bio ar saloñs bio (Miz Du)
Marc’had Nedeleg (Miz Kerzu, dam ya ‘hat !)
Foar an Traoù Kozh (Miz Eost)
Postel : kuzul.skol.karaez@gmail.com