Enskrivadurioù

Stalioù skolidi (7)A-benn nebeut e vo an distro-skol. N’eo ket re ziwezhaat evit enskrivañ e vugel/he bugel er skol.

Ar gerent a c’hall mont e darempred gant ar skipailh pedagogel war-eeun evit-se. Goulenn tra pe dra a c’hallit ober a-raok lakaat ho pugale en hor skol (a zo laik, digoust ha digor d’an holl), evel lakaomp, war ar c’helenn brezhoneg dre soubidigezh.

Ma anveit familhoù a zo e soñj enskrivañ o bugel e vefe mat lâret dezhe dont e darempred gant ar skipailh pedagogel an abretañ ar gwellañ. Brudañ ar skol e-touesk an dud a anveit a zo mat d’ober forzh penaos.

Darempred :
– Pgz : 02 98 93 33 66
– skoldiwankaraez(a)wanadoo.fr

Plasenn Albert Trevidig
Hent-dall ar Poull-kannañ – Impasse du Lavoir
29270 Karaez

Foar an traoù kozh 2015, un taol-kaer

Tremenet eo mat-tre 23vet Foar an Traoù kozh, gant 200 marc’hadour ha kazi 5000 a dud. Brav eo bet an amzer ivez, ar pezh en deus degaset e lod evit ober eus an devezh-mañ, un devezh kaer.

Faotañ a ra da Kuzul skoazell ar skol trugarekaat an holl re o deus sikouret da gas an abadenn-mañ en-dro, ken koulz kerent o deus, pe o deus bet bugale er skol, ha mignoned ar skol. Ne vefe ket eus ar Foar hepte.

A-benn bloaz…

Skeudennoù all amañ.