Evit doujañ ouzh ar protokol yec’hed e vo digoret dorioù ar skol deoc’h d’ar Sadorn 06 a viz C’hwevrer hepken, adalek 10e betek 12e.
Gallout a reoc’h kaozeal ha rannañ soñjoù gant ar skolaerien a vo war al lec’h hag unan eus skipailh an AEP. Da c’hoût hiroc’h diwar-benn framm un devezh skol, ar bedagogiezh dre soubidigezh, mont en-dro kevredigezhel ar skol pe me-oar-me.
Kemerit emgav ‘ta! niverenn ar skol : 02 98 99 33 66 pe dre bostel : skol.karaez@diwan.bzh